Lundi 27 juillet 2009
1
27
/07
/2009
23:19
en français
Abaoe forzhig
a vloavezhioù e klever ingal ul lugan boutin a-walc'h : « UN TV EVIT AR VRO ! ». Ne savomp ket a-enep ar mennozh-se met traoù a zo da vezañ
resisaet…
O vezañ distaget ar gerioù eeun-mañ e soñj da dud zo kaout AN DISKOULM evit ar c'hleweled e brezhoneg pe evit
saveteiñ hor yezh. Pezh a zo, kaout ur chadenn TV a zo un dra, met kaout boued da lakaat e-barzh a zo un dra ken pouezus ! Chadennoù e leizh a zo e Breizh pa weler mat, met programmoù e brezhoneg
n'eus ket kalz. Ne gav ket deomp ha goulenn groñs hiriv ur chadenn TV ouzhpenn a zo un diskoulm evit meur a abeg :
-
Da gentañ peogwir ez eo cheñchet gizioù ar sellerien asambles gant an teknologiezhioù. Gant ar web e vez al
lodenn vrasañ deus an dud yaouank – dindan 30 vloaz – o sellet muioc'h ouzh skramm o urzhiataer evit skramm an TV. Hag e penn-kentañ an emdroadur-mañ emaomp nemetken..!
-
Da eil omp kendrec'het eus ar fed ez eo efedusoc'h a-galz goulenn ma vefe krouet programmoù evit an holl
vrezhonegerien evit ma vefe krouet ur chadenn TV ouzhpenn. Ha petra a dalv ur chadenn TV hiziv an deiz ? Kavet e vez a bep seurt : chadennoù web, lec'hel... gant budjedoù bras pe vihan, …
arbennik war danvezioù zo pe ledan o fublik... Krediñ a reomp neuze ez eo poellekoc'h sevel un diazez programmoù ha skignañ anezho dre ar chadennoù hag a zo anezho dija (Frañs3, TV Roazhon
35, TBO, Ty-TV, TV Naoned, Brezhoweb...). Da betra servijfe krouiñ ur skigner ouzhpenn ma n'eus netra nevez da lakaat e-barzh ? Kenkoulz eo deomp kregiñ gant ar penn-kentañ : seveniñ an
diazez programmoù !
-
Da drede e soñj deomp ez eo ret bodañ ar vrezhonegerien tro-dro d'ur raktres fetis ha resis ha n'eo ket gant ur
mennozh dibosupl da seveniñ diouzhtu. Goulenn war-lerc'h ur chadenn TV hep derc'hel kont eus ur budjed, eus ur renabl programmoù pe c'hoazh eus ar gwir da sevel anezho a zo touellus evit ar
vrezhonegerien. Ouzhpenn tregont vloaz zo eo bet boulc'het ar stourm-se ha neubeut a dra zo deuet da heul ar stourm-se. Kavout a reomp ez eo poent bras chañch an doare ha kinnig d'an holl re
dedennet da sevel ur gwir gleweled e brezhoneg da harpañ ar raktres TV TASMANT...
Bremañ eo poent bras bezañ trec'h da vat war traoù fetis evit ar c'hleweled e brezhoneg. Breizh n'eo na Bro-Skos na
Bro-Gembre. Evel just eo ret kemer skouer warno, klask kaout ar memes-tra evito, met ret eo bezañ tost eus ar gwirvoud ivez: ne vo ket krouet ur chadenn doare BBC Alba pe S4C warc'hoazh (daoust
d'hon huñvreoù !). Hag ur chadenn evel Viastella ? Al lod vrasañ eus programmoù ar chadenn-se a zo e galleg, ha n'eo ket evit ar yezh-se e stourmomp hiriv.
Kredomp bezañ trec'h !
Par TV Tasmant
-
Publié dans : Teuliad - Dossier
1
-
Recommander